[00:00.000] 作曲 : Yann Tiersen [00:04.802]I [02:05.364]Va dousig koant poent eo sevel. [02:10.060]Setu an deiz en em gavet. [02:13.359]‘Us d’ar maez an Heol zo uhel [02:17.223]‘Barzh ar beure alaouret. [02:22.603]Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn [02:26.159]‘Deus kanet an dihuniñ. [02:34.097]Digor da sell d’ar sklêrijenn [02:37.780]Mousc’hoarzh eürus en da di. [02:40.534]II [02:44.080]Ar voualc’h du er bodad drez [02:48.568]A c’hwitell dimp he salud. [02:52.364]An durzhunell a sav he mouezh. [02:54.847]Eus kreiz ar c’hoad ‘lec’h ma klud. [02:57.948]Selaou pedenn an alc’houeder [03:00.632]Diouzh an neñv glas o kouezhañ. [03:03.977]Va dousig koant, sell pegen kaer. [03:07.710]Eo dimp hor beure kentañ. [03:10.706]III [03:15.077]Ar saout a sach war o chadenn. [03:17.980]Dirak ar rastell c’houllo. [03:20.889]Me zo ‘vont da gerc’hat dê foenn. [03:24.572]‘Keit-se te o goroio. [03:27.137]Er marchosi, ar gazeg wenn [03:30.256]A c’houll he c’herc’h hep dale. [03:32.199]Hag er c’hraou bras an daou ejen [03:34.471]Gwelout ac’hanout ‘garfe. [03:36.449]IV [03:40.891]Dec’h vintin hon eus tremenet [03:43.274]Dirak an Aotrou Person. [03:46.092]Ar c’hleier bras o deus sonet [03:48.825]D’embanniñ mouezh hor c’halon. [03:53.290]Hiziv etre da vizied [03:57.126]‘Mañ eürusted va buhez. [04:01.986]Va dousig koant ha va fried [04:06.556]Te zo va holl garantez!