Adal ar beure, betek an noz, Pesketa eo ma lod Kuitaet em eus ma ziig kloz Kluchet e-tal an aod Luskell va bag, war gribell an dour Dispak da ouel, ha red! Kaset war-raok en avelioù flour Sent ouzh ar stur bepred! Arnev oa bet, gleb-teil e oan Kounnaret' oa ar mor Me ne ran van, ret oe kaout paon Trec'h omp d'an avel vor An t-Eilean Sgitheanach An t-Eilean a' Cheò Hirw, an-diugh, hirio Breman eo brav, seder ez on Gwenn-erc'h e nij ar spoum Be lemm va bag a sko en don Kaset on dreist ar c'houmm Setu an heol o vont da guzh Pesked e-leizh am eus Tro-war-dro din, bezhinoù druz Va bag o zreec'h hep reuz